Lys Assia

Lys Assia e 1957
Lys Assia e-kerzh an Eurovision 2016.

Lys Assia, bet ganet Rosa Mina Schärer d'an 3 a viz Meurzh 1924 e Rupperswil, e kanton Aargau, e Suis ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh 2018, a oa ur ganerez a voe trec'h er c'hentañ Eurovision e 1956.

Un dañserez e oa en e bugaleaj. D'he 16 vloaz e 1940 e oa kroget da ganañ ha tapet he doa brud evel-se. Plijout a rae d'an dud klevout anezhi o kanañ, ha bountet e voe warni da baouez gant an dañs ha da ganañ hepken.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy